Christina Ricci

Ricci, 2008

Christina Ricci (ganet d'an 12 C'hwevrer 1980) a zo un aktorez amerikan. Anavezet ha meulet e voe Ricci da gentañ abalamour d'he ferzhioù evel bugel er film The Addams Family (1991) hag an heuliad anezhañ Addams Family Values (1993), ma c'hoarias perzh Wednesday Addams, hag er film Casper (1995). Tremen a reas Ricci da berzhioù gouroc'h e-barzh ar filmoù The Ice Storm (1997), ha The Opposite of Sex (1998), ma voe anvet evit ar Golden Globe evel aktorez wellañ. Kenderc'hel a reas d'ober berzh gant perzhioù deuet mat gant an dud e-barzh Sleepy Hollow (1999) ha Monster (2003).

Gwelet e voe Ricci er filmoù Black Snake Moan (2007), Penelope, Speed Racer (2008), New York, I Love You (2009), ha After.Life (2009) e-tal Liam Neeson.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search